Artist: A B C D E F G H I J K L M N O P Q R S T U V W X Y Z

Download Now!!!

Songs    | Albums    | Album Arts

Song:E-Tal Ar Groaz (Face à la croix)
Album:Routes - 3 - FolkGenres:Folk
Year:1997 Length:335 sec

Lyrics:

E-tal ar groaz
Dirak ar C'hrist maen en noazh,
Seizh arched saprenn
Zo tremenet er wenodenn.

Seizh arched saprenn
Bleniet gant an Ankou didruez,
Seizh arched saprenn nevez
0 deus kuitaet ar g�riadenn-ma�,
Dindan barrado� sklas ar goa�v,
'Vit bered ar barrez.

Seizh maouez kozh, kabac'h ha dizant,
Er goa�v-ma� a zo maro,
Ha torret eo brema� ganto,
E seizh ti-plouz a G�rnevez,
Ar walenn aour, gwalenn ar yezh,
Ar walenn aour a unane
Kalono� nevez
Ar vugale
Ouzh Kalono� ar re gozh.

Torret eo ar walenn aour,
Torret eo ar walenn,
Ar chadenn vurzhudus
A eree an amzer-vrema�
Ouzh pellder
An amzer dremenet.

Seizh maouez kozh a zo maro,
Seizh maouez a vire, ganto,
Soublet war flammo� uhel an oaled,
Spered,
Kened,
Ha yezh an Tado�.

Seizh arched prenn,
Dirak ar C'hrist maen,
Ha ganto eo aet da hesk
Eienenn fresk
Awen
Ar ouenn.

E K�rnevez,
War c'hlanno� glas al lenn,
A-hed ar bodo� kelvez,
Ne vo mui klevet brema�
Nemet
Yezh
An Estren.

Evel-hen e kane Jakou Kerloaz,
Dirak ar C'hrist maen en noazh,
E-tal ar groaz.




 

Download Now!!!

Copyright © 2020 Zortam.com. All Rights Reserved.   Zortam On Facebook Zortam On Twitter